Priz Femina

Ar priz Femina zo ur priz lennegel gall a voe krouet e Pariz e 1904 gant 22 genlabourez eus ar gelaouenn La Vie heureuse ha skoazellet gant ar gelaouenn Femina evit loreañ un oberenn c'hall (romant pe barzhoniezh) bep bloaz. Ar varzhez c'hall Anna de Noailles a oa e penn. Savet e voe evit keveziñ ouzh ar priz Goncourt hag a roe ar priz da baotred an aliesañ[1].

Er juri ez eus merc'hed hepken, ha roet e vez d'ar merc'her kentañ e miz Du en hôtel de Crillon, Pariz.

  1. Lec'hienn République des lettres

From Wikipedia, the free encyclopedia · View on Wikipedia

Developed by Tubidy